Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

Oaled Vroadel Breizh e Gallag

4248866180.jpgE bourk Sant-Servez eo, gwechall e kumun Duod, e voe ganet Anatol ar Braz d’an eil a viz ebrel 1859. Betek e zaou vloaz e vevas eno. E-kreiz ar gêriadenn en em gav, lorc’hus, e di genidik, un ti greunvaen kozh. Ouzh unan eus e vogerioù e oa bet lakaet ur blakenn-eñvoriñ en enor «an Orfeüs brezhon a felle dezhañ anavezout ha kanañ Breizh nemetken».

En enor Anatol ar Braz ez eo bet dibabet Kallag gant Emsav ADSAV da staliañ Oaled Vroadel Breizh. Penngadouriezh Emsav ADSAV a zo he fal diazezañ un oaled vrezhon padus. Menoz frankiz Breizh eo, evel reizhiad menozioù, a zeuio da vezañ heverzh a feur m’en em stalio e Kallag mui-oc’h-mui a Vretoned.

Evit ma treistvevfe ur bobl hag ur stroll sevenadurel, ha dreist-holl m’eo ur bihan-niver ar stroll-se en ur c’helc’hiad ec’honoc’h, en em strollañ en un takad lec'hel bennak n’eo ket hepken da hetiñ met hollret eo. En abeg da se, Emsav ADSAV a venn prenañ un tiriad e Breizh, e Kallag, evit lakaat ar Vretoned da vezañ ar muiañ-niver a dud el lec’h-se. Brasaat a raio tra ma vevo ADSAV, hag an Emsav a labouro dizehan war gallusterioù astennadur ar mennad-se hag ar gwirvoud.

 

ADSAV

 

Les commentaires sont fermés.